Ar brezel enep ar plastik a zo diskleriet. Gant ar Stad ivez. Mouezhioù ar gouarnamant o deus diskleriet bezañ savet ur steuñv da adkelc'hiañ 100% eus an dilerc'hioù plastik araok fin 2025.
Tri c'hard dioute evit poent, pa ne vezont ket devet en uzinoù, a chom da saotrañ ar mor hag an natur.
Met n'heller ket lâret ez eo kroget an emgann kentañ gant ur strategiezh frouezhus ha poellek eus e du. Evel kustum war an ekologiezh e ra an traoù en tu kontrol d'ar skiant vat.
500 000 boutailh a vefe tu da adkel'hiañ a zo devet e-giz ar plastikoù lousañ.