BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Disney hag an natur

Ar bed o treiñ - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Nebeutoc'h-nebeutañ a blant hag a loened a gaver en tresadennoù bev, eme deomp ar viologourez arbennik war ar mirerezh Anne-Caroline Prévot. Talvezout a ra ma koll ar vugale o skiant-prenet deus an natur muioc'h-mui, eviti. Kemeret he deus skouer tresadennoù-bev Disney : enne ez a diwar-well buan-tre ar vevliesseurted. Studiet he deus gant he skipailh an amzer kaset gant an haroz.ez.ed en natur, e diavaez ar savadurioù, e egorioù leun a blant hag a loened liesseurt. Kontet he deus ivez ar spesadoù bev-se, en un dastumad a 60 film bet graet etre Erc'h Gwenn hag ar seizh korrig e 1937 ha Raiponce e 2010.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA