BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

A-dreñv ma zi

Deomp dezhi ! - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

En abadenn Deomp dei ! vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale e mediaoueg Kemper. Da gentañ, selaouet e vo ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket. Setu ar pozhioù : Glas, glas, glas, Penn da benn, Setu Glazig ! Melen, melen, melen, Penn da benn, Setu Melenig ! Hag e pokont, Hag e pokont An eil d'egile ! Gwer, gwer, gwer, Penn da benn, Setu Glazig ha Melenig ! Ha da c'houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi. E gronikenn Loenig loen e vo komzet d'eus ar bleizi..hoouuuuu. Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn war ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo komzet d'eus ar pobl Fon ! Sonerezh : I don't want nobody, Popa Chubby Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon : https://www.youtube.com/watch?v=VQSAjrvxUNM
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA