BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

C'hoarioù e brezhoneg

Deomp dezhi ! - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c'hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c'hoari nevez krouet e brezhoneg o deus gellet ar re yaouank kas ur prantad blijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro. Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen ! Kontet e vo deoc'h istor "An Itron Holle", Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo. Plijadur vo ! Sonerezh : Children go where 1 send you - Nina Simone Ma 'z out trist - Mona Jaouen
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA