BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Fallaenn 2015

Deomp dezhi ! - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed ! Da c'houde, bugale ar c'hamp vakansoù "I love roazhon" o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C'hrak-boum da skouer ! Digwener vo tu deoc'h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc'h penaos e c'hoarvez ur fallaenn. Deuit da selaou kondatenn "Mona o klask he hent". Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy. Sonerezh : Iggy Azalea feat. Charli XCX - Fancy Ar re yaouank - Battle Swing Abadenn kaset gant Ninnog.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA