BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Rekipe Sushi frouezh

Deomp dezhi ! - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ezhomm ho po: - 200g riz ront - 75cl laezh-dienn - 100gr sukr - 1 glorenn vanilha - frouezh (sivi, melon, pechez, mangez, kiwi .. ) 1° Lakait ar riz da boazhañ e-barzh al laezh hag ar vanilha ( troc'hit ar glorenn vanilha en he hirder) war un tan bihan e-pad 30 mun tamm-pe-damm. Dourenn ebet na rank chom. 2° Ouzhpennit ar sukr ha laoskit da yenaat e-pad, d'an nebeutañ, 1 euriad. 3° E-pad ar mare-se: gwalc'hit ar frouezh (dibluskañ anezho ma 'z eo ret) ha troc'hit anezho e lavnennigoù fin. 4° Stummit keunellennigoù bihan gant ar riz. 5° Lakait war pep tamm riz ur lavnennig frouezh. Tu zo deoc'h debriñ ar sushied frouezh gant chokolad teuzet pe ul lipig sukret.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA