BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Rekipe Saosison chokolad

Deomp dezhi ! - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ur rekipe aes-tre evit ar re a blij dezho ar chokolad kinniget deoc'h gt Bleuenn. Evit fardan ar saosison chokolad ho po ezhomm: - 200 gr Chokolad du - 100 gr Amann - 100 gr Sukr lindr - 1 Vi - 10 Chamallow - 150 gr Gwispid doare " Petits beurre" 1) Lakit da deuziñ ar chokolad hag an amann en ur gastolodenn doare "dourgib". Pa 'z eo teuzet pep-tra, mesklit mat betek ma teufe da vezañ flour ar mesklaj. 2) Tennit ar gastolodenn eus an tan hag ouzhpennit ar vi a-bezh en ur mesklañ buan, hag ouzhpennit ar sukr lindr. 3) Torrit ar gwispid e tammoù bihan. Ha troc'hit pep tamm chamallow e 6. 4) En ur pod vras, mesklit ar chokolad tevet, bruzhunoù ar gwispid hag an tammoù chamallow. 5) Skuilhit pep-tra war ur follenn aluminium vras. Ha plegit an aluminium tro-dro d'ar mesklaj evit reiñ stumm ur saosison dezhañ. 6) Lakit ar saosison er yenerezh e-pad 6 eurvezh evit ma teufe da vezañ kalet. Ha prest eo da vezañ lonket ! Plijadur vras deoc'h!
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA