BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Pauline Kerskaven, karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh

Dilennadegoù 2024 - petra eo ho soñj ? - Gant Radio Kerne

26 Mezh.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar pennad "L'urgence politique est aussi environnementale" a oa embannet d'an 18 a viz Even gant Dour ha Stêrioù Breizh. Ar gevredigezh a warez kalite an dour hag an endro dourek a c'halv an dud d'en em vodañ a-enep da vennozhioù an tu-dezhoù pellañ.

 

Ar memes sizhunvezh e oa skignet ur reportaj diwar-benn kalite an dour war aodoù Landunvez gant Envoyé Spécial war France 2. Sujed an abadenn a oa ar saotradur er mor el lec'h ma z'a an dud da gouronkañ.

 

Gant Pauline Kerskaven a zo karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh e lakaomp ar gaoz war blas an endro er politikerezh. Kregiñ a ra o tisplegañ penaos eo stad an dourioù hag ar mor e Breizh. 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA