La tempête de '87 - Jean-Yves Kervarec
Jean-Yves Kervarec était marin en 1987 et reven...
1281 mn -
Gant Radio Kerne
D'ar 15 a viz-Here 1987 oa bet fall-spontus an amzer e Breizh. Avel-sod oa bet an noz-se : muzuliet oa bet 180 km/eur e departamant Penn-ar-Bed ha betek 216 km/eur e Beg ar Raz. An deiz warlerc'h oa ur spont pegen trist gwelet pegement a doennoù oa bet torret gant an avel. Tier ha batisoù oa bet freuzet, pilet kalz gwez ha kollet ur bern bagoù. Pemzek den oa bet lazhet an noz-se ivez. Merket eo bet ar vro hag an dud gant an tourmant-se.