‘Dalac’hao’ ‘m eus savet en dro-mañ evit ober d’an dud anavezout ar familh Waterson, ma n’eo ket graet c’hoazh. Chomet eo ar familh Waterson evel ar strollad a folk saoz karet ar muiañ gant o c'henvroidi.
The Watersons a oa anezhe ur strollad folk deus Hull, er Yorkshire, Bro Saoz. ‘A oa’ a c’heller lâret, abalamour m’eo marv an tri Waterson bet desavet ha desachet gante ar meuriad sonerien, sonerezed, kanerezed ha kanerien deuet war o lerc’h: prieded, kendirvi, bugale, nizezed ha nized…
Da benn kentañ e oa Norma (1939), Mike (1941) , o c’hoar vihan Elaine ‘Lal’ Waterson (1943), hag o c’henderv John Harrison.
Norma, Mike ha Lal a zo bet emzivaded yaouank ha desavet gant o mamm-gozh Eliza Ward. Hounnezh ‘oa diskennadez da dTsiganed deus Iwerzhon. Ganti o deus bevet o bugaleaj ‘tal an tan gant e-leizh a ganaouennoù hengounel. O mamm-gozh eo he deus tonket buhez Norma, Mike, Lal Waterson and John Harrison: ar pevar bugel bet desavet ganti, kerkent hag arruet en oad gour, a zo aet gant hentoù Bro Saoz hag Iwerzhon da ginnig o c’hanaouennoù.
Kanaouennoù hengounel dreist-holl, hep binveg ebet, pe nebeut. A-capella, a lârer, a gengan neuze, gant un doare divoutin da akordiñ o mouezhioù, e-keñver strolladoù folk all eus ar memes prantad.
1/‘The movin’ on song’ (Ewan McColl/ 1964) gant Norma Waterson, Martin hag Eliza Carthy.
2/’’The good old way’’ gant The Watersons. 1975
3/Bright Phoebus, gant The Waterson Family, live at Hull Truck, ur ganaouenn war ar bladenn ‘’Bright Phoebus: Songs by Lal and Mike Waterson’’. 1972/2011
4/’’Fallen leaves’’ (Eliza Carthy) war ar bladenn ‘’The very Thought of you’’ gant Norma Waterson. 1999
5/’The black and bitter night’ en opera ‘Transports’, sonaozañ gant Peter Bellamy, kanet gant Mike Waterson. 1977
Abadenn: Laëtitia Fitamant