BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Mervel 1 - Daniel Jéquel

Liesvouezh - Gant Radio Kerne

12 Gwen.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

N'eus ket keit-se zo c'hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet 'vez tud evit ober war-dro hor re varv.

Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant meur a hini e Bro-Gerne ha Bro-Gwened, tud kontant da gontañ deomp deus ar mod ma veze graet war-dro ar re varv gwechall.

 

N'eus ket keit-se zo c'hoazh, an dud varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet an traoù bremañ ! Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant Daniel Jéquel digentañ. Kontañ a ra deomp deus ar pezh 'neus anveet er vro, dreist-holl e Bro ar Bigoudenned ha Douarnenez.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA