Betek an 30 a viz Gwengolo e c'hell ar Gemperiz ha Kemperadezed lakaat o anv evit kemer perzh e kuzul o c'harter bevañ. Ar bodadoù-mañ a vez kavet peurliesañ e kêrioù brasoc'h. Ur redi eo aozañ kuzulioù karter e kêrioù gant ouzhpenn 80 000 a dud met aboe tost 20 vloaz e vez eus outo dija e Kemper a zo 65 000 annezad·ez enni hepken. Met petra eo ur c'huzul karter ?
Uisant Kreker, kuzulier kêr Kemper e-karg eus an demokratelezh perzhiañ, ouzh mikro Morgane Bramoullé.