Ar bloavezh 2025 a zo bet graet anezhi "Bloavezh ar mor', neuze eo bet choazet gant rouedad mediaouegoù Kemper Breiz Izel boulc'hañ ur raktres evit ar c'hlasoù divyezhek e Bro Kemper war dodenn ar mor. Re kentañ derez hag ur c'hlasad skol vamm a zo bet sikouret gant Anna Duval Guennog evit livañ plankton. An taolennoù a oa bet diskouezhet war lerc'h e mediaoueg an Erge Vras. Ar skolajidi ha liseidi o deus int skrivet danevelloù gant sikour ar skrivagner Jakez Erwan Mouton. Deuet e oant holl ar sizhun baseet er vediaoueg Alain Gerard e Kemper da ginnig disoc'h o labour frouezhus.