BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Budged perzhiañ e Kemper, eil koulzad

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Abaoe penn kentañ miz Ebrel e c'heller kas da gêr Kemper h·e raktresoù evit gwelaat ar vuhez er gêr. Perzh eo ar galv-se eus ar budged perzhiañ lañset gant Kemper daou vloaz zo. Ar budged perzhiañ, budget participatif, a ro tro d'an hiniennoù da reiñ o mennozhioù raktresoù evit ma vefent lakaet e pleustr gant kêr Kemper.

Uisant Crequer, eil maer e karg eus an adnevesaat demokratel, a zo ouzh mikro Morgane Bramoullé.

An holl ditouroù a c'hell bezañ kavet war lec'hienn internet Kemper quimper.bzh.
Betek ar 6 a viz Mae e c'heller kas h·e raktres d'an ti-kêr !

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA