BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Ar c'haoliataerien hunvreoù

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Abaoe ar 15 a viz Kerzu e c'heller dizoloiñ e mirdi an arzoù kaer e Kemper tresadennoù gant arzourien mil-vrudet, en o zouez Rodin, Cézanne ha Gauguin. Anvet eo an diskouezadeg Les arpenteurs de rêves, Ar c'haoliataerien hunvreoù. Tresadennoù 'vez diskouezhet hepken met pegen liesseurt int ! Souezhus eo an diskouezadeg a zo frammet e pevar sal, pep hini gant un tem disheñvel.

Morgane Bramoullé 'neus graet un tamm tro er mirdi asambles gant Annaick Loizel, heñchourez eno.

Les arpenteurs de rêve da zizoloiñ e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper betek an 13 a viz Meurzh. Digor eo bemdez war bouez d'ar Meurzh ha d'ar Sul vintin, etre 9e ha 12e ha 2e ha 5e30. 5 euro ar mont e-barzh ha digoust d'ar sul goude merenn.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA