BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Hervé, eus Landudal, ha Lucie, eus Athènes

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Er bloavezhioù 50 ha 60 'oa ar Post o klask tud, merc'hed peurvuiañ, da skrivañ lizhiri d'ar baotred yaouank a oa bet kaset d'an Aljeri d'ober o c'hoñje-soudard, evit dezho dalc'hen ar moral pell eus o bro. Hervé Rolland, paotr Landudal, a oa bet kaset d'ar C'habili er bloavezh 1959, hag eno neuze oa-eñ komañset da resev lizhiri gant Lucie Papadopoulos, ur plac'h yaouank deus Athènes er Gres. Hag abaoe n'o deus ket morse harpet da gas lizhiri an eil d'egile. Met n'eo nemet e 2007 'oant en em welet evit ar wech kentañ. Abaoe eo bet Hervé o veajiñ er Gres meur a wech, asambles gant Lucie ha Yannis, un niz da Lucie, hag ar re-mañ a zo bet e Breizh meur a wech ivez. Benjamin Bouard zo bet o welet Hervé neuze, e Landudal, e-kichenn Brieg.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA