BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Dastum parlant Douarnenez

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Gwechall ne veze nemet brezhoneg etre an dud e Douarnenez, met pa oa komañset ar galleg da zont eo deuet war-wel "parlant Douarnenez", galleg ha brezhoneg lakaet asambles. Ha n'eo ket marv c'hoazh ! N'eus ket pell neuze eo krog tud Emglev Bro Douarnenez ha re ar porzh-mirdi da studiañ anezhañ. An dra-se zo kaoz int bet oc'h enrollañ an dud war ar marc'had, koulz e kreiz-kêr evel e Treboul. Benjamin Bouard a zo bet oc'h en em gavout asambles gant Nolwenn Dupont, studierez e Kemper hag e staj bremañ e Emglev Bro Douarnenez, hag Anaëlle Le Pan a zo 'labourat er porzh-mirdi.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA