BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Strollad Gweltaz Adeux, Tara Adeux ha Nikolaz Guerin

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Deuet eo ar c'haner mil vrudet e Breizh a-bezh Gweltaz Adeux evit enrollañ an abadenn Naoned e Live. Tara Adeux ha Nikolaz Guerin a oa gantañ evit ar sonadeg enrollet e studio Radio Kerne Naoned. A-raok enrollañ an abadenn, respontet o deus d'un nebeud goulennoù savet gant Marianne Vaidie. Ganto e vo klasket kompren petra eo ho sell da skouer war micherioù ar sonerezh hiriv an deiz, daoust hag-eñ eo aesoc'h ober eus ar sonerezh e vicher eget er bloavezhioù 80 pe 90. Pe c'hoazh gant peseurt strolladoù int levezonet. Hag ouzhpenn da-se dre ma eo skignet ar sonadeg e-kerzh mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg, klevet e vo o santimant war stad ar brezhoneg e bro Naoned. Nag a draoù da ziskoachañ ganto.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA