BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Un diskouezadeg nevez e mediaoueg Poullan, er C'hab., 'la ville engloutie'

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Un diskouezadeg nevez e mediaoueg Poullan, er C'hab., 'la ville engloutie' Fabienne Lavigne ar vediaouegerez he deus labouret da sevel anezhi gant John de Vos, perc'henn war un diskouezva, Amandine le Moan, e penn Ystopia, ur fondasion nevez da anavezout ha gwareziñ ar meurvorioù, tud Breizh Vev, pe Bretagne Vivante. Un daolenn bedagogel zo bet savet gant Bretagne Vivante - Breizh Vev- d'ober d'ar vugale, ha deomp-ni holl, kompren ar pezh a dalvez d'ar mor lonkañ kement a lastezioù ha pegeit amzer 'vo ezhomm lezel tremen e-biou araok gwelet al lastezioù-se mont da netra. Ouzhpenn kompren penaos 'vez saotret ar meurvorioù, ha peseurt disoc'h neus ar saotrañ-se war hor buhezioù, zoken pell ouzh an aod, 'vo binvioù da c'houzout penaos produiñ nebeutoc'h a lastez. Hag un dibab taolennoù peogwir eo bet soñjet en arz gant John de Vos perc'henn un diskouezva e Poullan. Fabienne Lavigne a ginnig deomp an oberennoù he deus choazet asambles gantañ.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA