BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Efedoù ar c'horonavirus war brogramm danvez maered Kemper #2 tu dehou Ludovic Jolivet

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc'hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c'hwec'h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc'h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù. Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù 'n eus bet enkadenn ar c'hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Deus tu Ludovic Jolivet e vez lakaet war wel ar pezh a zo bet graet gantañ dija e kerzh an enkañ da zerc'hel yac'h an ekonomiezh. Maryse Kolin a zo 28vet war e listennad...
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA