BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Pouezh ar sevenadur war ar bolitikerien e Douarnenez #1

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Gant aktourien bed sevenadurel Douarnenez zo bet aozet un emgav braz a-raog an dilennadegoù kêr. Aozet tre eo tud ar micherioù-se kenetrezo e kêr festival ar sinema hag ar fanfaroù. Da zigarez an dilennadegoù o deus bet c'hoant e vefe emskiant pep listennad war ar renk deus ar pezh a vez gortozet deusouto. Dileuridi deus an teir listennad war ar renk a zo tremenet dirag tud micherioù ar sevenadur neuze. Listennad Hugues Tupin, deus an tu kleiz hag ekologel ; listennad Jocelyn Poitevin, hag a zikler bezañ nag a gleiz nag a zehou ; ha listennad ar maer a vremañ, Fañch Kadig, deus strollad ar Republikaned. Un tri-ugent den bennaket deus bed ar sevenadur a zo deuet da selaou ar respontoù d'o goulennoù. Goulennoù hag a voe bet savet digant an danvez dilennidi gant Frederique Huet.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA