BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

C'hoarierien basket an UJAP Kemper a oa e skolaj Diwan Jakez Riou !

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Daou c'hoarier skipailhad basket micherel an UJAP Kemper, o c'hoari war al live ProB, a zo deuet da skolaj Diwan Kemper da zeskiñ un tamm brezhoneg. Dre un emglev gant ar gevredigezh UJAP Keodedad e vez kinniget ar c'hoarierien da gemer perzh e buhez keodedel kêr Gemper. David Jakcson, o tont deus ar Stadoù-Unanet, ha Jimmy Djimrabaye, deus bro Kreiz Afrika, o deus o daou bet c'hoant da c'houzout hiroc'h diwar ar brezhoneg. Tunvezh Gwlagen-Grandjean a oa bet d'ober un droiad er skolaj d'an devezh ma oa bet ar gentell vrezoneg... Keven ar Fur a zo ezel ar gevredigezh UJAP Keodedad, ha rener skol Diwan Kemper. Laouig a vo klevet da heul, a zo kelener war ar sportoù e skolaj Diwan Kemper Jakez Riou.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA