BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Ar SPACE 2019 #2 : Gwilhom Roue, prezidant Evel'up

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Bep bloaz e penn kentan miz Gwengolo e vez dalc'het ar SPACE e Roazhon, saloñs etrevroadel ar sevel chatal. E park diskouezadegoù Sant-Jakez-al-Lann emañ an emgav ramzel-se goustlet da vicherioù al labourerezh-douar. 1 500 stal a voe deuet da ginnig o selvijoù pe o froduioù d'ar saverien loened. Goude sell ar Goñfederasion Paizantel war ar saloñs hag ar produin boued, setu unan disheñvel mat deus an hini kentañ. Gwilhom Roue, bet saver moc'h e bro Leon, a zo bremañ prezidant ar gooperativ vraz Evel'up, ma gaver ur 1 000 saver moc'h bennkaet enni.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA