BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Action ! Pemp bloaz ar gevredigezh E-kêr

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar bloaz-mañ 'vo lidet pemp bloaz ar gevredigezh « E-kêr » e Pont-'n-Abad. Ar gevredigezh-mañ a faot dezhi deskiñ d'an dud pegen pouezus eo an « trañzision ekologel ». Renket 'vo ur festival bihan a zo e anv « Action », a-benn ar 27 hag an 28 a viz-Gwengolo. Daou zevezh gant koñferañsoù, filmoù, atalerioù a-bep seurt evit an dud d'en em rentañ kont n'eo ket ken diaes-se ober gwelloc'h ha cheñch an traoù buan. Un dra nevez a vo prezantet ivez : Kerwatt. Pider kevredigezh a zo oc'h en em lakaet asambles neuze evit prenañ panoioù-heol un tamm partout er vro : e bro ar Bigoudenned eveljust, e-kichenn Lannuon, e Redon hag e Dol. Bet eo bet Benjamin oc'h en em gavet asambles gant daou zen deus ar gevredigezh-mañ : Bernard Tanniou ha Nicole le Garrec.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA