BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Brezhonegerien gozh ha yaouank an Erge-Vras

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

N'eo ket memes brezhoneg ! Alies a-walc'h 'vez klevet kont deus ar voger vras a zo savet bremañ etre ar vrezhonegerien gozh hag ar vrezhonegerien yaouank, etre brezhoneg ar bobl ha brezhoneg ar skol. Met amañ er vro 'zo lod a glask pilañ ar voger-mañ o lakaat ar re yaouank da breg brezhoneg asambles gant ar re gozh. N'eus ket keit-se 'oa bet kaset bugale skol divyezhek an Erge Vras d'en em gavet asambles gant tud kozh ti-retred Koat Kerhuel e Lestonan. Renket eo an abadenn-mañ gant Per-Meñs Pegail, hennezh a zo labourat e mediaoueg an Erge Vras. Lakaet 'vez ar c'hrouadurioù da c'houlenn digant ar re gozh treiñ frasennoù galleg e brezhoneg. Benjamin Bouard a zo bet o welet penaos oa an traoù du-hont.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA