BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Un droiad e Kerien

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Deomp d'ober un droiad e Kerien 'ta ! Bev-kaer eo ar brezhoneg du-hont. Benjamin Bouard a zo oc'h en em gavet gant André David, lesañvet Dédé Daï. Betek fin miz-Geñver 'c'haller sellet deus e fotoioù er « Pigeonnier », e-kreiz ar vourc'h, fotoioù bet tapet e-doug ar bloavezhioù 70 un tamm partout er vro. War o c'horre neuze 'weler Glenmor, Youenn Gwernig, Gilles Servat, Gweltaz ar Fur ha Johnny Halliday memes, pa oa-eñ deuet da Gonk-Kerne d'an 30 a viz Eost 1970 ! D'ar mare-se 'oa krog ar re yaouank ivez da sevel ur c'hleub foto e Pont-Koulou ha deus an dra-mañ a vo preget neuze gant Patrick Gourlay, Marcel Moysan ha Joël Le Floc'h. Bep pemzektez d'ar gwener-noz 'vez klevet kalz brezhoneg e Kerien, bewech e-barzh unan deus tavarnioù ar vourc'h. Tri bloaz 'zo bremañ eo komañset Marcel Moysan, ar maer-kozh, da renkañ abadennoù e-giz-se. Hag an dra-mañ a blij kalz d'an dud ! Lod a teu deus pell a-wechoù evit preg « brehoneg » asambles ganto. Hag important eo kaout abadennoù ar mod-se ur wech dre vare ! An dra-se a lak buhez war ar maez kea !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA