BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Moneiz frank e bro Douarnenez

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Bruno a ra parti eus ur strollad tud c'hoant gante da derriñ kodoù strizh mont en-dro ar moneiz e-giz m'eo anavezet bemdez. Un taol-arnodva a c'hellfe bezañ kaset e Bro Douarnenez. Peder devezh devezh emgavioù a vo e fin ar miz a-benn lakaat an dud intereset da gompren penaos eo bet soñjet ar reizhad O c'harta-displegadenn: Moneiz frank e beg Breizh Piv ? Ur strollad tud diardoù ha digor zo ac'hanomp. Hiniennoù, kevredigezhioù, kenstrolladoù, bodet holl asambles gant ar soñj lakaat ar moneiz frank 1 da vont en-dro amañ ha lec'h all. Petra? Ar 1 ( distagit [jun] ) zo ur moneiz kriptografek, gant rannennoù-gounid etre an holl, ha lakaet en-dro gant ur meziant frank anvet Duniter. Harpet ouzh « Teorienn keñveriek ar moneiz » e ya en-dro dre e « rouedad a fiziañs », produet ha kretaet ar 1 gant an holl izili skoaz ouzh skoaz. Penaos? Lakaad da anavezout ha skignañ ar 1 dre aozañ c'hoarioù economicus, digorioù-kalon moneiz frank, kejadennoù. Perak?(Dre ma gredomp eo gwelloc'h kaout meur a voneiz, eo stabil ha frank hor mennad, hag e soñjomp hon eus ezhomm anezhañ. e plijfe deomp lakaat anezhañ e pleustr da vat. 24-27 mae e Dz http://www.creationmonetaire.info (lec'hienn ar matematikour bet lañset ar soñj gantañ, Stéphane Laborde) https://pennarg1.org
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA