BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Gelveneg : saret kreizenn sevenadurel ar Malamok (1)

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Kreizenn zevenadurel ar Malamok er Gelveneg a zo saret da vat. N'eus den o vont da labouriñ eno mui ken, ne vo strollad braz ebet mui da zont da seniñ war al leurenn, na ne vo degemeret bugale ar gumunioù tro war dro e pad an vakañsoù. Goude bezañ kollet kalz a argant dindan ur bloavez, e oa ar gevredigezh en soñj adsevel ar c'hontoù. Asantet oa bet gant Kef ar Goproù Tiegezh (pe ar C'hAF) da brestiñ dezho argant evit netra. Padal o deus nac'het tier kêr ar Gelveneg ha Ploeur da blantañ argant er raktres en dro. E dibennfreuz emañ bet lakaet kevredigezh ar Malamok neuze. E miz Ebrel e oamp gant Kel ar Roue, ezel deus kevredigezh brezhonegerien ar Gelveneg, hag a aoze he emgavioù sizhunvezhiek er greizenn. Displegiñ a rae petra oa ar Malamok. Un atersadenn gant Tunvezh Wloagen-Grandjean
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA