BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Tro dro d'ar C'hrampouezh

Atersadennoù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Bep bloaz e vez aozet gant Brezhonegerien Leston'n, ur gouel evit lakaat war wel sevenadur Breizh. Ar bloaz-mañ ez eus bet dalc'het un tem hag a vo e kreiz an holl darvoudoù kinniget gant ar gevredigezh birvidik. D'ar sadorn 16 a viz Ebrel e sal an Athena en Erge Vraz, a-hed ur penn devezh ken, e vo moaien da : fardañ krampouezh ha da zebriñ anezho evel just, met ivez da goñkouriñ, da selaou prezegennoù, da welet c'hoariva e brezhoneg ha da zañsal. Soazig Kosseg ha Christian Daniel eus Brezhonegerien Leston'n, ar BL 'giz vez lâret, a lâr deomp hiroc'h.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA