Penaos e vez desket deomp sellet ouzh ar merc’hed gant ar sinema ? Ha dreist-holl, piv a sell, piv a vez sellet outo, ha gant peseurt savboent ? En atersadenn-mañ e vez desket hiroc'h diwar ar male gaze, ur c'honsept pouezus evit kompren plas ar sell er filmoù.
Evit komz eus se e vo klevet Manon Renault. O labourat emañ hi e bed ar sinema, ha dedennet tre eo Manon gant skeudennoù.



