Mouez Iwan Rouz n'eo ket ur vouez dianavezet ganeoc'h selaouerien·ezed rak klevet ho peus anezhañ en abadenn a youl-vat Sell 'ta Piv skignet bep meurzh noz da 8eur war Radio Kerne. Un abadenn kaset da benn gant tud Bro Kemperle.
Iwan neus bet pedet e studio Radio Boa, surfourien evit lakaat ar gaoz war ar sport-mañ, met ivez kaozeal eus ar sevenadur tro-dro d'ar surf.
A-hed ar sizhun e vo selaouet neuze Steven Pennhoed hag Hoel Gourlae, daou baotr boaz da surfiñ.



