BOA logo

Dañsal da goshaat aesoc'h / Soaz Jolived

Lerc'h ha lerc'h - Gant Radio Kerne

1519 mn - 06 Kerzu 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh


Soaz Jolived, kelennerez war an dañs a-vremañ, ha sokiologourez-klaskerez, a zo boaz da ginnig kentelioù d’ober vad d’ ar c’horfoù o koshaat. Boaz e ro emgavioù en UBO, ar skol-veur e Kemper, evit abadennoù digoust, da gomañs en-dro da ‘’santout’’ e gorf.

Abalamour da betra? N’eo ket evit yaouankaat, met da chom mestr war e gorf ar pellañ, ar gwellañ ma c’heller. Evit bevañ ha koshañ gwelloc’h, er blijadur ma zo voien ivez.

Ha labour zo, pa ne laosker kalz a blas d’ar c’horf da ebatiñ en hor c’hevredigezh: bihan er skol e vez desket deomp chom fur ouzh taol, fiñval hepken pa vez roet aotre d’hen ober -war ar porzh-skol, e-pad ar prantadoù sport- pe implijout ar c’horf evit jestroù al labour hepken.



Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA