BOA logo

Stourmoù sitoian, pennad-komz gant kannadezed deuet deus Brazil e Douarnenez

Lerc'h ha lerc'h - Gant Radio Kerne

27 mn 26 sec 18 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Evit Festival ar Sinema e Douarnenez ar bloaz-mañ 'oa pedet tud Brazil.

Fulub Kloareg en deus bevet e Sao Paulo e-pad pell ha laouen e oa da azasaat ur gaozeadenn hon eus bet gant ur strolladig dileuriadezed deuet da Vreizh da gontañ o bro, ar mod m’eo aozet al labour-douar eno hag ar perc’henniezh war an douaroù, ur sistem gwall direizh ma chom ar ‘Re Wenn’, da lâret eo diskennidi an drevadennerien gozh, mistri ar vro gant an douar hag an argant.

Gante ‘vo kaoz deus ouennelouriezh, deus ar gwask seksist ouzh ar merc’hed ha deus ar c’hudennoù ekologel a vez atav krisoc’h evit ar re baourañ ha du.

Gant Amanda Samarcos / Maria Fernandez / Julia Stein Nicoli / Bia Carvailho / Leila Xavier

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA