BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Al lisañs PPPE brezhonek kinniget deomp gant Gwenole Larvol

Lerc'h ha lerc'h - Gant Radio Kerne

24 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

A-benn miz Gwengolo e vo trede distro-skol an aotreegezh PPPE brezhoneg – galleg (Parcours préparatoire au professorat des écoles) en UBO hag e lise an Hirwazh e Brest. Dibaoe 2022 e vez stummet danvez-skolaerien divyezhek, diouzhtu goude ar vachelouriezh, war ar bedagogiezh, danvezioù ar c’hentañ derez hag ar brezhoneg. Ur stummadur pleustrek-tre eo, diazezet war stajoù e klasoù divyezhek.

Degemer a reont danvez-studierien a zo bet skoliataet e brezhoneg met ivez deraouidi e brezhoneg. Ober a ra berzh an aotreegezh, gant 284 goulenn war Parcoursup evit 25 plas e 2023 (an hini diwezhañ degemeret a oa 71vet), met betek-henn eo dreist-holl deraouidi a zo bet degemeret.

Lakaet o deus stummerien ar PPPE brezhonek da bal, kreskiñ lodenn ar studierien a zo brezhonegerien dija, betek tizhout an hanter (12 pe 13 diwar 25 studier a vez degemeret e pep bloavezh). Dibab a rint danvez-studierien o deus graet tout pe ul lodenn deus o amzer skol en hentennoù brezhonek. Dre c’hras d’an dibab-mañ e c’hello al liseidi bet skoliataet en hentennoù divyezhek lakaat da dalvezout o barregezhioù e brezhoneg.

Guenole Larvol, unan eus kelennerien ar PPPE brezhonek:

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA