BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Na Doue na Mestr, Dishual ha Digabestr

Lerc'h ha lerc'h - Gant Radio Kerne

30 Here

Er rann-mañ
e komzer :

Ul levr nevez zo deuet er-maez gant Yann-Bêr Kemener, c'hwec'hvet levr ar Saga Arvorika, Na Doue na Mestr, Dishual ha Digabestr, embannet atô gant Skol Vreizh.

Kontañ a ra deomp avañturioù Yannig, ur pilhaouer yaouank ha zo klask kompren perak eo bet lazhet e dad. Digouezhet eo ar bloavezhioù tregont e-barzh al levr hag an dra-se zo un digarez evit Yann-Bêr da gontañ un tamm bihan deus ar vuhez politik european d'ar mare-se : darbet e oa d'ar Republik bezañ diskaret gant an tu dehoù-pellañ e Frañs ha mont a rae fall an traoù en Almagn, e Bro-Spagn hag en Itali. E Breizh ne oa ket kalz gwelloc'h ar jeu, met kreñv oa an tu kleiz c'hoazh : e Brest e oa an arnakourien mestr war an dachenn en Arsenal memes.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA