-E penn kentañ miz Gwengolo e oa bet aozet e Roazhon 2 ar c'hentañ kendiviz warn-ugent diwar-benn an anvadurezh, pe 'onomastik' . Erwan Hupel , kelenner-klasker e Skol-veur Roazhon 2 (Anton Burel)
-Emaomp ivez gant Swen eus « Pol Bugaleaj » ar Planning Familh e Penn-ar-bed: labourat a ra e izili war ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale. (Metig Jakez-Vargas)
-Soaz Jolived, kelennerez war an dañs a-vremañ, ha sokiologourez-klaskerez, a vez boaz da ginnig kentelioù d’ober vad d’ ar c’horfoù o koshaat, da gomañs en-dro da ‘’santout’’ e gorf. Abalamour da betra? N’eo ket evit yaouankaat, met da chom mestr war e gorf ar pellañ, ar gwellañ ma c’heller. (Laëtitia Fitamant)
-Ali lenn ar sizhun gant Mathilde Freour (mediaoueg ar Pont) 'Dia de los muertos' (Morgane Cotten)
-Ur bajenn ouzhpenn deus temoù diaz ar venelouriezh gant Liza Jakez-Vargas: ar feulster a gresk asambles gant an temperadur.
-Keleier : Metig Jakez-Vargas
-Animañ : Laëtitia Fitamant



