BOA logo

C'hwezh an deiz, 10 a viz Ebrel 2026

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

2 ourr 0 mn 10 avril 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
Abadennoù sevenadurel

-Lydie Massard, ezel e Unvaniezh Demokratel Breizh, kuzulierez-kêr en tu enep e ti-kêr Pondi, bet deputeez european, he deus en em lakaet war ar renk evit bezañ choazet gant an tu-kleiz da vont d'an dilennadegoù-prezidant. Displegadennoù gant ur vouezh all en UDB, Tifenn Siret (Metig Jakez-Vargas).

-Bagad Brieg en deus graet un dro vras betek New-York evit lidañ Sant Padrig. Kontet eo deomp gant Clémence Ligen. (Marianne Vaidie)

-An dibaboù bet graet e-pad Kan ar Bobl e Bro Gerne a gaso bugale skol Diwan Kemper, Gwen hag Arzhel Chapalain, ha Tunvezh Vloaguen-Grandjean d'ar gourfenn a vo e Pondi en dibenn-sizhun. (Morgane Cotten)

-Plant ar sizhun: ar milzoul. (Gwennaig Viol)

-Treuzkast: un dibab podskignadennoù diwar-benn al liammoù etre breudeur hag etre c'hoarezed. (Morgane Cotten)

-Keleier: Anton Burel.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA