BOA logo

C'hwezh an deiz, Lun 3 a viz Du

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

2 ourr 0 mn 03 Du 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
Abadennoù sevenadurel

-Alimenterre, festival ar Cicodes kinniget gant Anne-Claire Lucas (Morgane Brammoulle)

-Gesti' Jaunes, Festival Jiletennoù Melen ar Vro Vigoudenn Uhel evit lidañ o deiz-ha-bloaz. Programm (er vignetenn !) ha talvoudegezh o labour kevredigezhel gant Reun Quinioù. (Laëtitia Fitamant)

-'Ar vazektomiezh', koulzad-kizidikaat evit un oberatadenn eeun ha simpl-tre mat da zisammañ ar speredoù pa deu an hilastaliñ war an daol: tro ar baotred d'ober o feadra! Gant Benjamin Franckaert (medisin) ha Gauthier Istin: o daou evit lâret pegen simpl eo an oberatadenn tro-distro ivez (ne vir ket da vezañ tad diwezhatoc'h !). (Laëtitia Fitamant)

-Div vunutenn evit kompren liv ar gwad (Morgane Brammoulle) / 'War hentoù an Antroposen: an Nickel' (Loeiz Bellec)

-Keleier: Metig Jakez-Vargas

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA