BOA logo

C'hwezh an Deiz 11/10/2024

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

5379 mn - 11 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
Abadennoù sevenadurel

''Ciels de légende'', ur film gant Ariel Neo, a vo ouzh ar skrammoù en deizioù a zeu. Goulwena an Henaff he deus bet he ferzh er seveniñ, ha lâret a ra deomp hiroc'h ouzh mikro Métig Jakez-Vargas. 

-Un atalier ''Plant ha Pri''  a vo d'an 22, kaset gant Anna Preden, a fell dezhi kizidikaat he stajidi d'al liamm re zister hon eus gant an natur.

-War roudoù an dinozored: an Tricératops, gant Marianne Vaidie.

-Un tamm deus Rodeier gant Anna-Vari Wloeguen evit kontañ istor ar c'hentelioù brezhoneg er bloavezhioù 60-70

-Ar vaouez diwezhañ (Leila Xavier) er sammad atersadennoù bet graet gant Brazilianezed deuet da zDouarnenez da gontañ o stourmoù sitoianezed e dibenn miz Eost e Festival ar sinema.  

-Sonerezh: 'Blues ar marc'h plous' Didier Dréau ha Kristen Nikolaz/ 'Messy' Lola Young/ Plouz ha Foen 'Toronto' / The Stranglers 'Peaches' / Talking Heads 'Take me to the river

-Keleier: Gwenvael Delanoe

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA