BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

C'hwezh an deiz 10/05/2024

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

10 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Andrev Seznec diwar-benn ur staj gouestlet d'an taol-mouezh dalc'het d'ar 22 a viz Even e ploveilh. Diwallit cheñchet eo bet an deiziad !!! N'eo ket ken d'ar 25 a viz Mae met d'an 22 a viz Even !!!

Yann-Fulup Dupuy diwar-benn Traezh Gwaremm, ar pezh-c'hoari nevez kinniget gant ar strollad Tro Didro. Un abadenn da welet er sal Georges Madec en Eskevien d'ar Sadorn 11 a viz Mae. 

Heuliadenn ar sizhun : Jean Moalig, e penn a-raok ar stourm enep d'ar raktres kreizenn nukleel e Plogoñ.

Kronikoù : 

War roudoù an dinozored : Ar megalozorus 
Ijin : An nadoz-vor 

Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie. 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA