BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

C'hwezh an deiz 22/03/2024

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

22 Meur.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Bernez Rouz eus ar gevredigezh Arkae diwar-benn dielloù ar gevredigezh a lak war-well glad an Erge Vras. 

Ar strollad White Oak Standing a sono er stal kafe barzhoniezh l'Ivraisemblable d'ar sadorn 23 a viz Meurzh. 
Jonathan Dour ezel eus ar strollad a ginnig deomp ar strollad. 

Heuliadenn ar sizhun : Jos Taro, breur Yvon Taro, paotr Loktudi, 'noa skrivet ul levrig da gontañ d'an dud deus ar pezh 'noa bevet e-pad ar brezel diwezhañ.

Kronikoù :

War roudoù an dinozored : An ankilozor
Ijin : Ar bandennoù hag ar sparadrap

Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie. 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA