BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

C'hwezh an deiz 23/06/2023

C'hwezh an deiz - Gant Radio Kerne

23 Mezh.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Léa Mauduit-Delorme a gemer perzh e kuzul-kêr ar re yaouank e Kemper. 
Respont a ra ouzh goulennoù Metig. 

Un diforc'h zo graet etre liseidi an hentaoù divyezhek hag ar re all da goulz an tremen e termen klas.
Sell aze ar pezh a zo bet lakaet war wel gant Divyezh Breizh ar sizhun-mañ. Nevez zo, e lise Feliks an Danteg e Lannuon, zo bet goulennet dre heg digant 4 lisean ha liseanez dilezel unan eus ar yezhoù bev bet studiet gante er c'hentañ klas er bloaz-mañ. Hiroc'h gant Laurent ar Gov, kelenner istor-douaroniezh e lise Lannuon. Emañ gant Tomaz Laken.

Heuliadenn ar sizhun : Dilhad hengounel ar mirdi Breizhek gant Annaick Loizel. 

Kronikoù :

War roudoù an dinozored : Al levr Jurassic Park gant Michael Crichton. 
Dastum

Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA