BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Festival etrekeltiek an Oriant - Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr #1

Festivalioù Breizh - Gant Radio Kerne

08 Eost

Er rann-mañ
e komzer :

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! Ho abadenn àr-euun e-kreiz festival etrekeltiel an Oriant !

Selaouit an abadenn àr ho pemp radio e brezhoneg !

 

E program ho abadenn d'ar lun 07 a viz Eost :

- Jean-Michel Veillon, sonour, oe genamp àr-eeun ! Aterset eo bet get Caroline Trouillet.

- Iwerzhoneg zo ur yezh ofisiel ba Iwerzhon. Neoazh, daoustoc'h vez kaojet bamdé get kement a dud zo b'ar vro, ha petra eo kalite an iwerzhoneg ? Eamon O Ciosan a vro iwerzhon, zo reskont da Maxime-Morvan Crahé.

- Faot a ra deoc'h deskiñ gêrioù nevez ? Enora Molac a ginniga deoc'h pleustriñ h deskiñ geriaoueg ar broioeù keltiek !

- Ur gronikenn oe savet get Morgane Cotten diàr-benn Sinead O'Connor, ar ganourez oe aet da anaon d'ar 26 a viz Gouere.

- Breizh, Kelt ! Setu prezegenn ar FIL oe savet digwener. Petra eo ar sevennadur kelt e Breizh ? Un heuliadenn savet get Enora Molac.

 

Referañsoù an ton savet get Jean-Michel Veillon e fin an abadenn : An droighnean donn, Tenga Binn hag an tonaoet get John Twin MC Namara

 

An abadenn oe kinniget deoc'h get Yuna Kojan.

Tro d'an daol 'oe Jean-Michel Veillon, Morganne Cotenn, Maëlys Poublanc, Caroline Trouillet, Enora Molac ha Jeann Chevrel evit an teknik.

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA