BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Festival Penn-ar-Bed 2019 : Devezh ar Sadorn

Festivalioù Breizh - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Ravid Kahalani deus ar strollad Yemen Blues deuet deus Israel ; Cimafunk, kaner funk yaouank deus bro gKuba ; Sterenn Gwilhouz, Kevin Roudaut, ha Manu ha Marion Arnaud, arvesterien ; Tud a-bolontez-vat : Julien Bourrié, paotr ar surentez, ha Meven Kabon, paotr ar privezhioù sec'h ; Hag ur gronikenn « Staotiñ en he sav », gant Marianne oc'h implij ar beñveg-se graet evit ar merc'hed. Trugarez da vManu Arnaud ha da Iffig Penneg evit bezañ jubennet Cimafunk, etre spagnoleg ha brezhoneg !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA