BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Heklev an hañv - 17/07/2024

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

17 Goue.

Er rann-mañ
e komzer :

Donemat ma zud vat !

Evit an abadenn-mañ e vo komzet ag ar label nevez-kozh Arfolk, oa bet "debret" pellig 'zo get Coop Breizh, ha dispartiet ar galloud produiñ adarre. Atersadenn get e rener Romain Sponnagel, a laray perak 'ta emañ bet selaouet kement se doc'h ton Yann-Fañch Kemener ha Didier Squiban (melodi get Jorj Belz) "Du hont du hont àr ar mane" e bro Turkia!

 

Tavarn Kreiz Mitin: istoérioù dibar get Soaz Maria, àr-dro da Sine (bro Wened) àr sinagogoù ha torfedoù, e-tal ar mor. Un atersadenn get Jañ-Lug Ar Mouel.

 

Keleier ar vro get yuna Cojean, Heklev oa bet kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA