BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Heklev an Hañv 02/08/2023

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

02 Eost

Er rann-mañ
e komzer :

Ar mintin-mañ e vezo graet un dro war-zu Plabenneg, e chapelig Lanorven, gant un diskouezadeg o lakaat war-wel oberennoù Nicole Ryan dindan anv ar gevredigezh "Arz er Chapelioù". Pauline Daniel 'zo aet e darempred ganti hag eo bet degemeret gant Jean-Yves Le Gall, ezel deus ar gevredigezh "Santez Anna Lanorven", kevredigezh bet e karg da reneveziñ ar chapelig.

 

Kinnig deus an darvoudoù a vo er vro en devezhioù o tont (festoù-noz, festivalioù...).

 

Da c'houde e vimp asambles gant Toutz eus an daouad Plouz & Foen evit ober anv deus ar priz kentañ tapet ganto 'barzh ar rummad a-vicher e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned.

 

Degemeret eo bet Gi Keltik gant Pauline Daniel evit lakaat ar gaoz war ur genstrivadeg savet gantañ evit ar Festival Etrekeltiek en Oriant d'an 10 a viz Eost o tont 'barzh tavarn ar Wesport Inn. Pal ar genstrivadeg a zo da lakaat da glevet lennadennoù barzhonegoù en iwerzhoneg.

 

Kronikenn Tu-ha-Tu savet gant Ifig Kalvez o reiñ ar gaoz da Fulup Tangi diwar-benn an dro-lavar "Ouzh torgenn".

 

 

Sonerezh :

Franz Ferdinand - Take me out

Plouz & Foen - Strakal

The Chieftains & Sinead O'Connor - The Foggy Dew

 

 

Un abadenn kinniget gant Erwan Uguen.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA