Bevañ ha labourat e brezhoneg a ra Padrig Andrev, labourer-douar bio staliet e Pederneg 'ba Aodoù an Arvor. Produiñ ha treusfeurmiñ a ra kig moc'h ha saout evit ar filierenn bio. Gwerzhet e vez e produioù gantañ er ger, e marc'hadoù ar vro hag e kement coop bio a zo dindan ar merk "Abglenn". Nevez 'zo en deus dizoloet teñsorioù 'tal-kichen e di en ur labourat an douar...