Youenn Gloaguen deus ar gevredigezh "Sur un Air de Terre" a ginnig deomp ar festival "Eco To Bigoud", un degouezh a vod kevredigezhioù hag holl tud Bro Vigoudenn tomm o c'halon ouzh an endro, an ekologiezh hag an diorenn padus da eskemm menozioù ha da sevel raktresoù evit an amzer da zont. Ar bloaz-mañ e vo dalc'het ar festival e Plovan d'an 11, 12 ha 13 a viz Here.