BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Casting The Runway, un abardevezh e studio eilmouezhiañ DIZALE

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Laors Skavenneg, Jean-Mai Ollivier, Taran Karluer, Samuel Julien hag Arno Vannier evit komz diwar benn ar film the Runway eilmouezhiet e bzg gt Dizale. Diazezet war un istor gwir, e konto ar film-mañ istor Ernesto, bleiner ur c'harr-nij a vro gKolombi, rediet da lakaat e garr-nij da bradañ e-kichen ur barrez vihan a vro-Iwerzhon. Dre ma ne gomz ket Ernesto saozneg e skoulmo hemañ darempredoù a vignoniezh gant Pablo, ur paotrig nav bloaz kozh hag an den nemetañ gouest da gomz spagnoleg. Tennañ a raio Pablo gounid deus istor kevrinus Ernesto evit sevel mojennoù diwar e benn hag, en ur ober e mod-se, e kendrec'ho tud ar gêriadenn da reiñ o sikour dezho. Erru a raio un enklasker a vro-gKolombi avat, prest da ziskuliañ sekredoù diwar-benn ar bleiner. Piv krediñ ? Un abardevezh e studioioù eilmouezhiañ Dizale evit ar c'hasting da dibaab mouezhioù bzk tudennoù ar film. http://www.letelegramme.com/local/finistere-sud/ouest-cornouaille/douarnenez/doublage-taran-voix-de-paco-18-01-2013-1976246.php?xtmc=t%C3%A9b%C3%A9o&xtcr=15 ur film da adkavout war breizh VOD http://www.breizhvod.com/video/product/The_RunWay.html
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA