BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Kernitron al Lann, ar gabanenn war an dour

An divskouarn o nijal - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Kernitron-al-Lann a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Ur raktres aerborzh etrebroadel a zo war dachenn ar barrez abaoe dekvloazhioù hag a zegas enebiezh. d'ar 16 a viz here 2012 oa bet lanset skarzhadeg an dud o chom en dachenn evit impich al labourioù da gomañs gant gouarnamant Ayrault. cheu bras zo bet e pad mizvezhioù etre nerzhioù ar polis hag ar stourmerien. Kinnig a reomp deoc'h en abadenn-mañ un tamm tro e Kernitron al Lann ur miz goude penn kentañ ar jeu gant ar polis. Ur valeadenn er ZAD. (tachenn an aerborzh, Zone à amenagement Différé, deuet da vezañ ar Zone à Défendre evit an stourmerien) Deomp da welet ar gabanenn war an dour, unan eus ar c'habanennoù savet eno.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA